Pont Verrazzano-Narrows zo ur pont-skourr e kêr New York. Liammañ a ra karterioù Brooklyn ha Staten Island. Anvet e voe diwar an ergerzher italian Giovanni da Verrazzano, an Europad kentañ o vezañ treuzet an Narrows, ar strizh-mor etre Lower New York Bay hag Upper New York Bay, ha bezañ dilestret el lec'h m'emañ bremañ kêr New York anvet Angoulême Nevez gantañ.
Perc'hennet eo ar pont gant kêr New York ha fiziet eo bet e gorvoiñ en MTA Bridges and Tunnels hag a zo ur gevredigezh eus ar Metropolitan Transportation Authority.
C'hwezek dollar eo an treizhaj evit ar c'hirri abaoe an 22 a viz Meurzh 2015, war-zu Staten Island hepken.
Ijinet e voe gant Othmar Ammann hag a oa tad pontoù all evel ar pont George Washington, ar pont Bronx–Whitestone, ar pont Robert F. Kennedy hag ar pont Throgs Neck a-us ar stêr Hudson. Kroget e voe d'e sevel d'an 13 a viz Eost 1954 ha digoret e voe d'ar c'hirri d'an 21 a viz Du 1964. Koustet en deus 320 milion a zollaroù. Ar pont-skourr hirañ er bed eo bet betek ma voe savet ar pont Humber e Bro-Saoz e 1981.